Peggy Lee

Peggy Lee e 1943 er film Stage Door Canteen
Peggy Lee e 1950

Peggy Lee (Jamestown, North Dakota, 26 Mae 1920Los Angeles, 21 Genver 2002), Norma Deloris Egstrom e anv gwir, a oa ur ganerez stadunanat eus ar bloavezhioù 1950 betek ar bloavezhioù 1970. Sonaozerez hag aktourez e oa ivez. Kanañ a reas gant laz Benny Goodman.

Brudet eo an doare ma kane Fever ha Black Coffee, a-douez ar 1 100 kanaouenn bennak a zo bet enrollet ganti, 270 anezho bet aozet ganti.

Ar seizhvet eus eizh bugel Marvin Olof Egstrom, a laboure er gompagnunezh Midland Continental Railroad, hag e bried Selma Amelia Anderson e oa Norma "Peggy Lee" Egstrom. Luterianed e oa he zud, he zad svedat-amerikan, he mamm norvegat-amerikan. Pa oa pevar bloaz e varvas he mamm, hag addimeziñ a reas he zad d'ur vaouez anvet Minnie Schaumberg Wiese.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy